Anken pesketerien Breizh dirag ar Brexit
Penaos vo ar vicher a besketer a-benn 6 mizvezh ac'hann ? Un darn brazh deus pesked Europa a vez pesketaet e morioù Breizh-Veur (760 000 tonenn bep bloaz). Dre c'hras d'ar Bolitikerezh Boutin war ar Beskerezh (PCP) e vez lakaet tiriadoù mor pep bro an Unvaniezh a stroll, hag e c'hell an holl besketerien mont da besketiñ e Europa a-bezh. Dibaoe 40 vloaz ma zo deus ar PCP, n'hell ket ekonomiezh ar pesked ober hep dourioù ar Vreizh-veuriz. Evit ar Vretoned eo splann : 50% deus ar pesked trapet ganto a vez o tont deus du-hont. Peseurt neuz a vo gant o micher, da besketerien Breizh, en amzer da zont ? Setu ar pezh 'n em c'houlenn Bruno Boisrobert, oc'h heuliañ ur stummadur da vont da vartolod er Gelveneg.
Dre ma n'eo ket deuet a-benn kentañ ministrez ar Rouantelezh Unanet, dre deir gwezh, da gendrec'hiñ he mignoned er Parlamant da zegemer an emglev kavet gant Europa, emañ hi bremañ davaat o tivizout gant an tu enep. Sañset e vo gouezet ar sizhun a-zeu peseurt emglev a vo bet kavet etre ar Virourien hag al Labour da geñver ar Brexit. Ma n'en em glevont ket a-raok an 23 a viz Mae, e tlefe ar vro kemer perzh en dilennadegoù Europad.