400 den 'vit souten raktres Stad Brestois 'ba Plougastell
Etre 300 ha 400 den 'noant manifestet disadorn paseet 'vit souten ar raktres ///sevel ur greizenn stummañ 'ba Plougastell 'vit klub melldroad Stad Brestois///. Ur mod da diskouezh da izili "Breizh Vev" 'zo prest da gas an afer dirak al lez-varn ma 'vefe kroget al labourioù lec'h ma eo raktreset. Maligorned Kemper 'vefe bet gwelet war an dachenn ha loened gwarezet int. Neuze, supporterien, renerien klub Stad Brestois ha tud eus Plougastell, 'oa bodet war al lec'h disadorn tremenet. Selaouomp daou anezho ///René Toullec ha Louis Kervella///. Ur reportaj gant ///Erwan Blanchard.///