6 kelenner war ar brezhoneg o veajiñ e bro Gembre
Kreñvoc'h emaer gant gouiziegezh. Ha gouiziegezh war ar bolitikerezh yezh eo a zo bet kavet gant kelennerien Mervent e bro Gembre. Ar gevredigezh da gelenn ar brezhoneg e bro Gerne Izel 'n eus kaset 6 deus he c'helennerien da dremen ar sizhunvezh deus an tu all da vor Breizh eiztezh 'zo. Ar pal a voe deskiñ ha gwellaat marteze o zeknikoù pedagogel gant ur c'henseurted kembread.
Sikouret int bet evit ar veaj-se gant ar Rann-Vro. E 2018 voe bet sinet un emglev kenlabour etre Breizh ha Kembre gant un deus e balioù diorreiñ ar c'henlabourioù etre an div vro war liveoù an deskadurezh hag ar stummadurioù. Anna Lefebvre, kelennerezh evit ar gevredigezh Mervent a lâr lâr fin ar gont eo nerzh he deus gavet e bro Gembre, muioc'h eget teknikoù pedagogel.