àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Lobby er Sened gant yezhoù minorelaet bro Frañs

Lobby er Sened gant yezhoù minorelaet bro Frañs

Dilun zo bet graet labour lobby evit difenn ar brezhoneg hag ar yezhoù bihan-all er skol deus kostez palez al Luksambourg. A-raok pell, 'benn miz ac'hann, o do ar Senedourien da reiñ o soñj war lezenn Minist an Deskadurezh Stad, al lezenn « evit ur Skol ar fiziañs », giz ma zo bet graet deuhouti. An holl ginnigoù evit ma c'hellfe selvijout al lezenn-se da hollekaat kelen ar brezhoneg er skol a zo bet skarzhet da vare botadeg ar gannaded. Kevre Breizh, asambles gant an aozadur ELEN, European Language Equality Network, 'n eus graet ar peadra dilun evit kelaouiñ ar senedourien deus an dañjer a zo evit ar yezhoù ar vro, ha deus pouez an deskadurezh evit saveteiñ anezho. Dilun e oa pedet an dilennidi braz da un emvod e Palez al Luxembourg, da bourchuiñ anezho zegas amandamantoù d'al lezenn evit kreñvaat plas ar brezhoneg, mez ivez an okitaneg, an elzaseg, ar c'horseg, hag holl yezhoù bro C'hall. Armel an Hejer, kenurzhier evit Kevre Breizh, 'n eus respontet da c'houlennoù Yann-Fañch Kerneis deus Arvorig FM.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio