àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Filmoù japanad, skandinaviad hag amerikan a vo da vezañ sellet outo e brezhoneg a-raog pell !

Filmoù japanad, skandinaviad hag amerikan a vo da vezañ sellet outo e brezhoneg a-raog pell !

Er mare-mañ emañ an ti Dizale oc'h advouezhiañ 4 hir-metrad. Peadra da labouriñ evit ar gevredigezh advouezhiañ betek miz Even, gant un dibabp ken brav ha lieseurt. Ar souezhadenn vraz a zo « Terminator » moarvat, gant James Cameron ; Mez dibabet zo bet ganto ivez « Avril et le monde truqué », awenet gant an treser Tardi, ha « La grande course au fromage », un dresadenn vev a vro Norvegia. Ar pevare hir metrad a zo « Your Name », un dresadenn vev deus bro Japan 'n eus bet ur berzh etrevroadel pa oa deuet maez e 2016. Samuel Juluan, rener Dizale a zo bet bamet evel ar re all. Diskinnig : Samuel Juluan a voe deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean. Ar pevar film-se bet graet anv deuhouto neuze (« Your Name », « Terminator », « Avril et le monde truqué », ha «  La grande course au fromage ») 'n eus ket bet dibabet a anv e brezhoneg dezho c'hoaz. Dav vo gortoz miz Gwengolo evit gellet gwelet anezho er sinema, war Vreizh VOD, pe war ar chadennoù tele e brezhoneg !

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio