àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

"Mojennoù", abadenn kontadennoù war vBrezhoweb

"Mojennoù", abadenn kontadennoù war vBrezhoweb

« Mojennoù ». Setu anv an abadenn 'nevez savet gant Brezhoweb, ar chadenn dele e brezhoneg penn-da-benn war internet. Dirag ar c'hamera 'vo lakaet kontourien ha kontourezed ampart da ziskouezh o arzh. Deuet eo poent lak sklerijenn warne, eme zDewi Siberil a zo e karg eus an abadenn-se, rak eo krog da vont diwar-wel ar re ziwezhañ, ha soñjomp aze e Yann-Fañch Kemener a zo aet ar 'zhun-dremenet. Hag aet ganto un tamm mad eus sevennadur poblek ar vro. Peder abadenn 'teuio maez a-raok an hañv. Marsel Gwilhous ha Jo Serjent ar re gentañ eo 'zo bet filmet o kontañ o istorioù. Istorioù kozh-noe pe ijinet gante. Ha diouzh pezh a lâre Dewi Siberil emañ o klask tud barrek 'ba Bro Gerne ha Leoun 'vit achuiñ rann kentañ an heuliad. Ha michañs vo dañvez walc'h evit ober meur a hini. Hiroc'h 'vo lâret tuchantig gant Dewi Siberil diouzh mikro Gwenvael Delanoe.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio