àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Hudu eo bet douaret Yann-Fañch Kemener

Hudu eo bet douaret Yann-Fañch Kemener

Obidoù Yann-Fañch Kemener 'oa dalc'het hudu 'ba Sant Trifin 'ba Bro Fañch. Deuet 'zo bern tud da gimiadiñ ar c'haner holl vrudet 'neus kemeret 'perzh 'ba buhez sevenadurel ar vro 'pad 45 bloaz. Deuet eo a-benn derc'hel betek bremañ 'vit kas e raktres diwezhañ da fin: Roudennoù pladennoù 'vit lakaat war wel barzhed eus Breizh. Kinnig 'reomp deoc'h selaou e vouezh en dro ha selaou 'nañ o kontañ deomp un tamm e istor 'ro deomp da gompren gwelloc'h pi 'oe Yann Fañch Kemener. Enrollet 'oa bet 'ba Landerne e 2008. Gant Erwan Blanchard.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio