àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Diwallerezed o stourm evit o gwirioù

Diwallerezed o stourm evit o gwirioù

Manifestet 'oa bet gant tost da 80 a ziwallerezed, "assistantes maternelles" ma kârit, 'ba straedoù Brest disadorn. Un neubeut tud o jiletennoù-melen 'oa deuet da gerzhout gante. Aon o deus 'viche digresket kalz ar sammad arc'hant vez roet dezhe dre an ARE (skoazell da zistreiñ da labourat). Sañset 'oa da vout kavet un emglev war afer an Unedic ga'r sindikadoù hag ar batroned, met peogwir n'eo ket aet betek penn an tabutoù etrezo emañ bremañ an diviz diwezhañ 'ba daouarn ar gouarnamant. Ma 'neus ket kaoz moarvat eus lemmel ar yalc'had-se e fell d'ar gouarnamant esperniañ arc'hant memestra. Ha neuze c'hellfe cheñch an doare da zibab penaos 'vez roet ar yalc'had-se d'al labourerien ha labourerezed. Gwenvael Delanoe 'zo bet o reportajiñ 'ba Brest. Embannet 'oa bet ar galv ga sindikadoù ar CGT hag FO hag ar c'henstrollad « Assistants Maternels en colère-Gilets roses ». Emaint o klask kelaouiñ ha bodañ minioc'h mui a dud. Ma vezer oc'h ober ar vicher-se 'heller mont e darempred ga'r strollad dre bostel gant « collectifassmats29@gmail.com ». Hag estreget ar vicher-se 'hell bout taget ga cheñchamant reolen an Unedic : an holl micherioù servij d'an dud 'hell bout ivez...

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio