Jean-Luc Bleunven hag an digreizennañ
///Jean-Luc Bleunven///, depute pastell-vro Brest diwar ar maez, 'zo kroget gant e vicher nevez miz Eost. Ezel eus ar gomission diwar-benn an Aferioù estren eo. Souten 'ra ar programm savet gant François Hollande, pdt PS Bro-C'hall, ha kaset da benn gant ar gouarnamant renet gant Jean-Marc Ayrault, ministr kentañ. Hudu emañ o votiñ evit an Trete Europeat 'ba bodadenn vroadell 'ba Pariz. Met prederiet eo ivez gant ar mod ma ya Bro-C'hall en-dro ha gant an digreizennañ. Gant ///Erwan Blanchard.///