«Yann-Fañch Kemener, tremen en ur ganañ » en abadenn Bali Breizh war frañs 3 'benn disadorn beure!
Hag un tamm brud d'ober evit an tele e brezhoneg! 'Benn disadorn, d'an nav a viz Meurzh 'ta, adalek, 11e met kard, 'vo skignet ar film «Yann-Fañch Kemener, tremen en ur ganañ » en abadenn Bali Breizh war frañs 3. Savet eo bet ar film-mañ gant Ronan An Hirrien da-heul Yann Fañch Kemener 'ta, kaner re-holl vrudet deus kreiz Breizh. Brudet, sur 'walc'h, met ur bern traoù zo da deskiñ diwar-benn e vuhez memes tra, e vugaleaj, ha penaos eo 'n em lakaet da ganañ. Ha pelloc'h evit kontañ deus e vuhez zo amañ ur mod da delc'hen da gas gouiziegezh ha c'hoant d'ar rummadoù all. Disul 'oa diskwelet ar film en a-raok e sine Breizh e Rostrenn, diwar youl Yann Fañch Kemener e-unan. Un toullad pozioù gant Ronan An Hirrien, sevener «Yann-Fañch Kemener, tremen en ur ganañ ». Gant Tudual Karluer.