Reolenn an Diskiantegezh e Redadeg ar Baotred-Tavarn Douarnenez
Ar fin ar sizhun tremenet e oa e Douarnenez an hengounel gouel an Ened. An emgav pouezusañ ar bloaz eo m'am bari evit ar Pennoù-sardin. Betek dimerc'her e kendalc'h ar gouel, ha dec'h e voe devezh redadeg ar baotred-tavarn. Un emgav lec'hietoc'h moarvaat, pa 'z eo kentoc'h Doarneniz gwirion a gemer perzh. Ur redadeg ma vez ket dav redek kement-se mui, pa 'z eo bet cheñchet ar reolennoù bloaz paseet. Pep skipailh a vez o c'hoari evit difenn enor e ostaleri muiañ karet. Lois ha Kenan o deus dibabet an davarn « Le loup de mer ». Ur reportaj gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.