SALOMÉ LECLERC "Sous les arbres" (2012) 1/5
Ur vaoues yowank ew Salomé Leclerc, doned a ra ag ur gêriadenn vihan ag ar Hebek, embannet he deus he albom kentañ, kasset da-benn dre vras ged Emily Loizeau. Ba Sous les arbres e kavamp dow-zeg ton folk-pop, savet-fin hag interessus, kemennet en araog ged ar single "Tourne encore", marse ar ganenn skañv nameiti ba'n disk.
Salomé Leclerc doa desket ar batri da 10 vlez, ar gitar da 13, diwezatoh he deus laket he anw ba meur a genskrivadeg en he bro, ha meur a wezh ema waet ar maout geti. E 2009 he doa kemeret perzh ba'r Rencontres d'Astaffort (aoset dalhmad ged Francis Cabrel), du-se he deus rañkoñtret Emily Loizeau, un darempred a-fesson, setu perag he deus soñjet banehi ewid he albom. Mod-se he deus 'n em gavet é enrolliñ ba Paris ged musissianed Emily.
Ar ganeres yowank a goms ag an amser ("Longue saison"), an natur ("Dans la prairie"), ar santimantow ("Partir ensemble"). Braw hag efedus ew an toniow, rustig ha sklàer he mouezh àr-un-dro. Setu ur bladenn ag ar choas ewid an deiziow glaw ha lugernus, an hiraezh a-vremañ.
FABIENNE THIBEAULT "J'irai jamais sur ton island"
in Conversations (1980 . Kébec-Disques)
> Lehienn ofissiel
LESCOP "La forêt"
in Lescop (2012 . Mercury)
> Lehienn ofissiel
FRANÇOIZ BREUT "Werewolf"
in La chirurgie des sentiments (2012 . Caramel Beurre Salé)
> Lehienn ofissiel
MATHIEU BOOGAERTS "Avant que je m'ennuie"
in Mathieu Boogaerts (2012 . TôtOuTard)
> Lehienn ofissiel
SALOMÉ LECLERC "Tourne encore"
in Sous les arbres (2012 . TôtOuTard . Wagram)
> Lehienn ofissiel
> Lehienn ar label TôtOuTard