àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

"Iskis": Ul lec'h 'vit selaou ha reiñ kuzulioù d'ar re 'zo LGBT

00:00 / 00:00

"Iskis": Ul lec'h 'vit selaou ha reiñ kuzulioù d'ar re 'zo LGBT

Ul lec'h 'vit selaou ha reiñ kuzulioù d'ar re 'zo LGBT, setu 'pezh 'zo kinniget gant kevredigezh «Iskis» 'ba Roazhon abaoe ur bloaz. Tud 'bep seurt a deu bep sizhun, darn anezho 'zo tud yaouank met ivez un neubeut reoù-kozh, 'vit kaozeal diwar-benn an idantilezh, ar yec'hed, ar plas ba'r gevredigezh hag an darempredoù ga'r familh hag all. Ul lec'h 'vit bout en e vleud, eme Djibril Aatif hag a zo ezel eus ar gevredigezh. Met estreget 'se 'vez graet gant "Iskis" : goulennerien ha goulennerezed bod 'vez digemeret ganti ivez 'vit bout skoazellet da sevel o zoserioù ha kement-tra-zo. Hag en o zouez 'zo tud LGBT anezhe ivez 'vel just... Hag evito eo diaes mat ar jeu, 'vel pezh emañ o vont da gontañ dimp Djibril doc'h mikro Gwenvael Delanoe.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio