àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Jiletennoù Melen : ar Rann XIV e Pondi

Jiletennoù Melen : ar Rann XIV e Pondi

Disadorn e voe rann XIV stourm an dud o jiletennoù melen e bro Frañs. War al live broadel, hervez siffroù ministrelezh an diabarzh, eo aet niver ar vanifesterien war zigresk un tamm, gant 41 000 den er straedoù, 5 000 outo e Paris pe e Bourdel da skouer. Diaes vez atav gouzout resis pet den a gemer perzh er vanifestadegoù, ha ne vez ket asantet siffroù ar gouarnamant gant ar stourmerien morse. Ar bajenn Facebook « le Nombre Jaune » 'n eus hi embannet disul e voe bet niveret 104 000 manifester en holl e bro C'hall, war 220 lec'h emgav. E Breizh e voe an emgav rann-vroel e Pondi ar wezh mañ. 2 500 den zo bet o tibuniñ asambles d'ar poent uvellañ hervez ar prefeti, 3 500 hervez an aozerien. Tud deus a bep korn Breizh a oa en em aozet evit dont a strolladoù 20 pe 30 den, hag en em gavet holl e Kreiz Breizh. Bernard Olivier a voe eñ deuet da skouer gant strollad Gwengamp... Ur reportaj e Pondi gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio