àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

War zigresk ya an niver a amprevaned 'bar bed!

War zigresk ya an niver a amprevaned 'bar bed!

Deuet 'eo maez 'zhun tremenet disoc'h ankenius ur studiadenn diwar-benn an amprevaned er bed-a-bezh. 'Benn 100 'loaz 'hallfe mont da get an holl anezho. 'Ba Bro Alamagn oa bet jedet 'oa aet diwar-well tost da 80 % eus an amprevaned-divaskelleg er tregont 'loaz tremenet ! 'Ba Porto Riko 'vez tost da 98 % neubeutoc'h eus al loened-vihan-se er memes prantad ! Met penaos 'ya'r jeu gante 'ba Breizh ? Gwelet 'vez 'vez kalz neubeutoc'h anezhe flastret war gwerenn-dal ar c'hirri-tan da geñver 'pezh 'viche 15 'loaz 'zo. 'Hent-all 'neus ket bet studiet mat an dañvez. E gwirionez ne ouzomp tost mann 'bet diwar-benn an amprevaned ba'r vro hervez Daniel Garrin a zo ezel eus Breizh Vev. N'eus nemet div studiadenn-vras 'zo bet kaset nevez'zo diwar-benn daou rummad spesiad resis. Gant Gwenvael Delanoe.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio