àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Endro : ha cheñch a rafe boazioù kan al laboused ?

Endro : ha cheñch a rafe boazioù kan al laboused ?

Cheñchamantoù souezus a zo o c'hoarvezout evit al laboused. 'Miz tremenet 'zo bet renablet laboused al liorzhoù ga Breizh Vev hag an holl o doa c'hoant da sikour anezhe. Hag evit laboused ar maezioù eo splann an traoù : war zigresk ez a poblañs ur bern doc'houten. Jediñ al laboused a vez graet ingal gant ar skiantourien pe an dud a youll-vat. met moarvat 'vefe mat selaou anezho ivez! Youenn ar C'heur 'zo ezel eus ar gevredigezh Breizh Vev, 'ba bro Bondi. Hervez an den droch gant al laboused, ne gan ket ar re-se mui 'vel ma vezont sañset d'or... Selaouomp anezhañ deus mikro Gwenvael Delanoe. 'Vit ar poent n'eus ket bet kalz a studiadennoù skiantel graet war gan al laboused, neuze 'chom diaes goût hag eñ 'vez cheñchet da vat o boazioù kan ganto pe get. Diaes eo gouzout ivez petra ra vez deus ar cheñchamant-se. Marteze 'blam da zigresk niver a amprevaned, pe da dommadur an Hin. Heuliet 'vo an afer ganeomp 'vel just.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio