Aozerien Gouel Sizhunvezh Golf ar Morbihan ranko lakaat e pleustr reolennoù strishoc'h 'vit sevel ar gouel
Cheu 'zo war aodoù departamant ar Mor-bihan. 'Vit doujañ eus an en-dro 'vo dav da aozerien Gouel Sizhunvezh Golf ar Morbihan lakaat e pleustr reolennoù strishoc'h. E fin miz Mae 'dlefe boût bodet kantadoù a vagoù kozh dre lienn, giz bep daou vloaz. Ha degaset ganto ur bern arvesterien, war-vor ha war an arvor. Met sklaer eo soñj ar prefed ba'n afer-se : ur park endroel rannvroel ha lakaet war renapl tiriadoù Natura 2000 eo ar Mor-bihan. Da lâret eo 'zo takadoù gouez da wareziñ ha reolennoù ispisial da zoujañ eno kuit da zirenkañ an evned da skwer pe da bilpasañ ar geot hag al lann. Pouezhus eo, dreistholl d'ar mare-mañ rak 'oa bet muzuliet an niver a laboused 'bar c'horn vro se fin ar bloaz tremenet: neubeutoc'h neubeutañ a laboused 'zo. Lec'hioù 'zo 'vo difennet-groñs mont eno neuze, 'giz ba torn-aod Montenno ha war enez ar C'halvez hag hini ar Veuzit. Lakaet 'vo ar c'hirri-boutin hag ar c'hirri-tan da barkañ un neubeut kant-metradoù pelloc'h eus an aod ivez. Ha 'vo ket tu tennañ an tan-arvest ba Arzo el lec'h ma oa sañset da vout tennet. Warlene, 'blam d'an trouz 'noa nijet kuit ur bochad laboused ur c'hilometr-hanter pelloc'h. Re 'ziaes 'vo pep tra hervez prezidant kevredigezh ar gouel Aime Kergueris. Hervezañ 'vez ivez kudennoù divizoù ga'r prefet.(Diaes eo goût bremañ 'pezh a c'hoarvezho neuze. Prezidant kuzul an departamant François Goulard 'zo a du gant penn-renerien an darvoud. Met federasion ar c'hevredigezhioù 'vit gwareziñ ar Mor-bihan 'zo a-kord gant ma 'vez dav doujañ muioc'h eus an en-dro.
Gant Gwenvael Delanoe