àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Staotaat 'vit goar ma 'zo glifozat 'ba o c'horf!

Staotaat 'vit goar ma 'zo glifozat 'ba o c'horf!

Embannet zo gant prezidant ar republik e-kichen ne vo ket gellet ober hep glifozat a-barzh an tri bloavezh kentañ, daoust d'ar pezh 'lâre betek-hen. Ha daoust d'an dañjerioù lakaet war-wel muioc'h-mui. Met derc'hel 'ra tud da sevel da c'houlenn ma vo. Bep kentañ Gwener ar miz 'vez tud o'n em vodañ da c'houlenn ma vo kavet tu d'ober hep pestisid pe bestisid, forzh pesort reoù e vijent. Hag a-bep tu e Frañs en em vod tud da lakaat dielfennañ o staot, kement ha goût pegement a c'hlifozat a vez enne. E departamant an Ariej 'oa bet roet lañs d'an traoù, hag e Breizh da-heul. Disadorn 'oa bodet un tregont a dud e Pondi, 'touesk ar reoù a vo e karg deus an 40 strollad zo savet hiviziken e Breizh 5 departamant Jil Kilevere zo unan anezhe, un toullad displegadennoù gantañ. Gant Tudual Karluer.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio