Digorret en dro ur stalig boued e Kreiz-Breizh
Ur stal a vo digorret en dro e kreiz-bourc'h Silieg. Gwelet 'vez alies 'ba'r maezioù 'vez diaes d'ar c'humunioù bihan derc'hel o stalioù. War gumun Silieg, etre Rostrenn ha Pondi, n'eus ket stal 'bet ken dibaoe un neubeut mizvezhioù. 'Met ne bado ket pell : 'benn ur mizvezh ac'hann 'vo adtapet an ispisiri-ostaleri 'zo e kreiz ar vourc'h ga tud yaouank eus a vro Suisa. Ha memes kudenn 'zo ba'r gumun e kichen, Seglien, e lec'h ma ne oa den 'bet ken 'vit derc'hel an ispisiri. Serj Moelo 'eo maer Silieg. Kontet 'neus da Wenvael Delanoe penaos o deus graet an daou skipailh e pep ti kêr 'vit kavout un den da derc'hel ar stalioù. Rak eo pouezhus-tre 'vit ma chomfe buhezhus ar c'humunioù bihan...
Ha keloù mat ouzhpenn 'zo ba Silieg : warlene 'oa bet 50 den o n'em staliañ ba'r gumun, hervez Serj Moelo. Darn vrashañ doc'houte tud yaouank ! Ul lusk a deufe hervez ar maer deus ar brud 'neus ar gumun da geñver ar strivoù 'neus graet 'vit an ekologouriezh.