Daou skipailh Roller Derby 'zo tomm o botoù-ruilh 'ba Brest!!!
E pad ar fin ar sizhun e oa degemeret e Brest eil emgav Kampionad Frañs rummad B ar Roller Derby. 6 skipailh o tont deus kornôg bro Frañs a c'hoari an eil re enep ar re all, evit mont e play-off ha pignal e rummad A ar bloaz a-zeu.
Ar roller derby a zo ur sport war votoù-ruilh, disanavezet a-walc'h evit poent, ha krouet gant maouezed da gentañ. E pad ur c'hrogad, hag a bad un eurvezh, emañ ur rederez deus pep skipailh o klask ober tro an dachennad buhanoc'h eget an hini all, ha peurest ar skipailhadoù o klask mirout deus o enebourez da vont war raog.
« Diwwall », c'hoarierez skipailhad Brest e rummad A a oa deuet da reiñ kalon d'ar skipailhad rummad B.
Souezet eo bet Tunvezh o welet pegen kintus eo dav bezañ evit c'hoari Roller Derby.
Evit pezh a sell renkamant ar rummad B e Kampionad Frañs Roller Derby, e fin an eil emgav eo Roazhon a zo e penn, La Rochelle d'o heul, ha Brest a zo trede. Skipailh Naoned, « Les Divines Machines », a zo pempet er renkamant diwar 6.
An emgav an trede, hag an hini diwezhañ evit gouzout peseurt strollad deus ar rummad a yall e play off, a vo e miz Meurzh e kêr Angers. Brest a c'hoario a-benn neuze enep da Bariz ha d'an Naoned.