Akt 10 Tud o jiletennoù melen e Brest
Evit dekvet devezh manifestadeg tud o jiletennoù melen, 'oa bet roet emgav 'ba meur a c'hêr braz Bro-C'hall. 84 000 den o defe kemeret perzh 'bar manifestadegoù disadorn hervez ar gouarnamant, kement hag ar sizhunvezh a-raog. Ar vanifesterien o deus kemeret o amzer evit niveriñ mat, hag o deus roet an disoc'h dec'h da greisteiz : 147 000 e vefent bet war ar straedoù kentoc'h hervezo. Siffroù forzh penaos hag a ziskouez n'eo ket bet gounezet fiziañs an dud o jiletennoù melen gant ar gouarnamant hag ar Breujoù Broadel Braz, loc'het dimeurzh.
Tud a zo bet gloazet braz ur wezh c'hoaz e-kerzh ar vanifestadegoù. Ma 'z eo tremenet an traoù hep re a reuz e Paris, zo bet emgannioù taer etre manifesterien ha poliserien e Tolosa lec'h zo bet 10 000 den o tiskenn er straedoù. E Roazhon en deus un den yaouank kollet e lagad dre gaoz d'ur c'hrenadenn LBD. Ar 15vet den gloazet e-giz se eo dibaoe penn kentañ lusk ar jiletennoù melen.
E Breizh e oa bet galvet gant strolladoù jiletennoù melen 'zo en em vodiñ holl e Roazhon. E Penn ar Bed koulskoude e oant niverus c'hoaz, stropet e daou lec'h dreist holl : 200 e oant e Rosporden, 100 maouez o jiltenneoù melen 'neunt manifestet 'ba Kemper ivez 'vit goulenn muioc'h a justis etre paotred ha merc'hed a fed sokial ha 1000 den e Brest. Evel bep sadorn eo loc'het tud o jiletennoù melen Brest deus plasenn Strasbourg, met ar wezh mañ int bet betek banlev kêr, da stankañ ar stalioù braz Leroy Merlin hag Ikea, hag an hentoù.
E mesk al liv melen e voe kavet takennoù bonnedoù ruz ha bannieloù braz Gwenn-ha-Du. Ur reportaj war ar plas gant Tunvezh Wlagen-Grandjean.