Kempennet 'vo an hent departamant etre Mescoden ha Plouzeniel!
Kempennet 'vo an hent departamant etre Mescoden ha Plouzeniel setu 'pezh 'oa embannet gant Kuzul departamant ha kêr Blouzeniel dec'h. Un disamm eo 'vit Joel Marc'hadour hag ar Blouzenieliz eo. An hent 'zo brudet 'vit bout dañjerus kaer. 14 000 a dud 'ya gantañ bemdez 'vit mont da Lesneven pe mont betek an RN 12 ha warlerc'h beket Landerne. Bloavezhioù 'zo 'oa goulennet 'vefe kempennet an hent se. 10 million a euroioù 'vo postet 'bal labourioù a gomañso 'benn miz Gwengolo. Sañset 'vo disoc'h gant al labourioù e 2022. Muioc'h a displegadennoù gant maer Plouzeniel Joel Marc'hadour. Ouzh mikro Erwan Blanchard emañ.