Cheñchamantoù 'zo 'ba bed ar stummadur dibaouez!
Cheñchamañchoù 'zo ar bloaz-mañ 'vit ar stummadurioù micherel. Betekhen 'vez roet bep bloaz 120 eurvezh da bep labourer (dilabour pe get) war ur gont « CPF » (« Credit professionnel à la formation ») a roe gwirioù da heuliañ stummadurioù micherel. Met abaoe penn kentañ 2019 eo achu gant ar sistem-se. Bremañ 'mañ jedet ar gwirioù dre ur sammad arc'hant, ha pas dre ur sammad eurvezhioù. 500 euro 'vo roet bop bloaz, da lâret 15 euro 'vit bep eurvezh. Betek 5 000 euro 'hell bout esperniet giz-se. Met cheñchamañchoù all 'hallfe bout lakaet e pleustr tamm-ha-tamm ar bloaz-mañ hag ar bloaz kentann. Da skouer ar Cif (congé individuel de formation) 'dlefe mont da vout ur CPF ivez. Gant implijidi a felle dezhe cheñch micher pe kaat diplomoù ouzhpenn 'vije impljiet ar Cif dreistholl...('Peadra 'zo neuze da lakaat diaes kreizennoù stummadurioù micherel 'zo 'giz Stumdi. Selaouomp Klaodi Malnoe, renerez ar greizenn stummañ 'zo staliet 'ba Landerne, ouzh mikro Gwenvael Delanoe emañ.(