Ur referendum evit adunanin bro Iwerzhon
Gant diaesterioù ar Brexit, e deuet kreñvoc'h ar gaoz da adunaniñ Iwerzhon, just-walc'h. Ar miz tremenet 'oa bet daou Vreton en Belfast, en Iwerzhon an Norzh, pedet gant ar strollad politikel IRSP, strollad iwerzhonat republikan ha sokialour. Asambles ganto 'oa Katalaniz ha Skosiz, evit dezho en em gavout etre strolladoù politikel an tu kleiz pellañ. Pedet 'oant da-geñver al lañs roet d'ur c'houlzad kaballiñ evit goulenn ma vo savet ur referandom diwar-benn adunaniñ an enezenn. Gael Roblin zo unan deus an daou vreton bet en Iwerzhon en anv ar strollad Breizhistañs. Un toullad displegadennoù gantañ deus mikro Tugdual Karluer.