àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Brasaet vo marteze tachenn « Lec'hienn Veur a Frañs » Beg ar Raz

Brasaet vo marteze tachenn « Lec'hienn Veur a Frañs » Beg ar Raz

Bep 6 bloaz eo dav goulenn evit kaout en dro al label « Grand Site de France ». Ur merk da lakat war wel al lec'hioù naturel dreist-ordinal, ha da ziskouez e vez kaset eno ur bolitikerezh toursitelek padus. N'eo ket bet roet nemet da 17 lec'h er bro C'hall, ha Beg ar Raz a zo an hini nemetañ e Breizh. E 2018 eo echuet ar maread 6 bloavezh diwezhañ evit Beg ar Raz, hag un doser goulenn kaout al label en dro a zo bet savet gant Sindikad Kemmesk ar C'hab Sizun. En doser nevez zo bet soñjet ledanaat an dachenn lakaet dindan al label da 5 kumun en o fezh. Pezh 'zo, n'eo ket gwall gontant Henri Goardon, maer Goulien, gant ar menoz-se. Displegiñ a ra deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean perag. An diviz, da c'houzout peseurt tachennad a vo dindan al label « Lec'hienn Veur a Frañs », a vo kemeret forzh penaos gant Ministr an Endro. Ne tlefe ket bezañ graet araog an hañv.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio