àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

4re emgav ar Roz-ki enep al louzoù chimik

4re emgav ar Roz-ki enep al louzoù chimik

Evel pep gwener kentañ ar miz 'oa pedet tou'n dud d'en em vodañ evit lidañ ar roz-aer. Hag e Groñvel, e bro Fisel, 'oa bet stank 'walc'h an dud digwener 'o tiskwel bezañ 'enep d'ar pestisid. Gwir an dra 'maint difennet e liorzh pep hini abaoe ar c'hentañ a viz Genver. Met memes tra e van anezhe er stalioù evit ar re a-vicher. Bepred 'oa an dud war blas, nebeutoc'h a dud evit ar wezh diwezhañ e Groñvel, ha den ebet evit ar wezh kentañ o tont da displegañ petra 'oa gwir gaoz ober gant ar pestisid. Gwezhioù 'raok 'oa bet labourerien-douar diwar-dro o tifenn o doare. En dro-mañ, tamm tabut ebet. Met traoù da glevet memes tra, evel digant Etienne Siberil, a oa oc'h ober un tamm tro e Groñvel Digwener. EMan deus mikro Tugdual Karluer

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio