àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Echu gant ar round up 'ba Sant-Riwall!!!

Echu gant ar round up 'ba Sant-Riwall!!!

Dibaoe an hini kentañ deus miz Genver eo difennet d'an hiniennoù implij louzoù chimik en o liorzhoù. Gant an lezenn Labbé ne vo ket gwerzet anezho ken er stalioù liorzhiñ. Moarvat e lako amzer al lezenn da vezañ doujet deuhouti, amzer d'an dud bezañ boaz d'ober gant doareoù all. Evit an tier-kêr da skouer eo sañset bezañ echuet gant ar pestisidoù dibaoe daou vloaz dija. N'eo ket bet lakaet e plas kerkent gant an holl koulskoude, dreist-holl er gumunioù vihan. E Sant Riwal da skouer, e Menez Are, n'eo ket bet aes dre ziouer a beadra. Met dibaoe an diskar amzer e vez dilouzaouet ar vered gant an dorn, gant ur strollad tud a youllvat. Herve Kere, eil-maer e Sant Riwal, a gont perag 'n eus lakaet amzer al lezenn da vezañ lakaet en pleustr. Emañ deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio