àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Perag n'eus ket an DIRO staliet pannelloù divyezhek ?

Perag n'eus ket an DIRO staliet pannelloù divyezhek ?

Warlene, ur bern panelloù 'oa bet distaliet gant obererienn strollad difenn ar brezhoneg Ai'ta, war hentoù tizh Breizh izel a-bezh. Lakaet war gwask ganto ha gant pennadoù 'ba'r mediaoù 'oa bet an Dirouest. Da lâret eo servijoù ar stad ar ra war dro an hentoù. 'Benn fin e miz meurzh 'oa bet embannet ga'r melestradur-se viche da vat staliet pannelloù divyezhek war vor hentoù ar stad ivez. Hag e penn kentañ an hañv 'zo bet brudet 'viche staliet ar re gentañ divyezhek war an hentoù broadel ba kreisteiz Penn ar Bed. Pezh 'zo, ur bern pannelloù nevez 'zo bet staliet d'ar c'houlz-se war ar RN12 ha hini Kemper-Gwened. divrezhoneg anezhe ! 'Oant ket 'vit gouzañv an dra-se izili Ai'ta. Distaliet gante panelloù all d'an diskarr amzer. Met perak eo bet graet an diviz chom hep lakaat brezhoneg war pannelloù 'zo ga'n Diro ? Un neubeut respontoù gant Gwenvael Delanoe.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio