àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Bilañs "Brezhoneg er Skol-Veur"

Bilañs "Brezhoneg er Skol-Veur"

Daou 'vloazh 'zo 'oa bet krouet strollad « Brezhoneg er skolveur » 'ba Roazhon 2. Pal ar c'holektif-se a zo, 'vel vez 'lâret dre e anv : plantañ brezhoneg 'ba'r skolveur, ha da gentañ dre ar pannelloù. Kalzig a oberennoù 'zo bet graet ganto, en o zouez kentelioù brezhoneg « sovaj » 'ba trepasoù ar c'hampus 'vit ar studierien, met ivez ur votadeg 'bras 'vit goulenn diganto hag-eñ int a-du pe n'int ket da lakaat minioc'h a vrehzoneg 'ba'r skol. Tost da 1 200 den o diche 'votet herveze ! Ha gant minioc'h a 80 % doc'houte a-du ga'r c'hinnig ! Emgavioù 'zo bet ga'r prezidant 'vit goût peseurt mod 'hallfe bout lakaet e pleustr. Un tamm bilañs deus ar stourm a vo graet gant Klement Guillanton. Ha ma zo minioc'h a lusk a-fed darvoudoù sevennadurel, n'eo ket aet kalz war-raok an traoù a-fed brezhoneg a lâr an den yaouank deus mikro Gwenvael Delanoe. Ar gevredigezh studierienn Kejadenn just 'wal 'zo vont da lidañ e 5p²et deiz ha bloazh warnugent e 2019. Nerzh ganti, 'vel just ! Da geñver ar brezhoneg hag ar c'hallaoueg 'ba'r skolveur, 'vit ar poent n'omp ket deuet a benn da gaat ali prezidant ar skolveur. Ha war ar seblant, ne oar ket an implijidi 'zeus bet sinet karta ya d'ar bzhg zoken...

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio