THE XX "Coexist" (2012) 1/5
Ar strollad pop aerel The XX oa bet krouet ba Londres e 2008. Kasset vez ged kitarow ha mouezhiow Jamie Smith, Romy Madley-Croft hag Oliver Sim. Anavet oant bet dre o single kentañ, "Crystalised", a gennige o albom kentañ e 2009. Ar blez-mañ e oa "Angels" ewid o eil albom, Coexist, ur bladenn gortàet-mad.
An tri homper n'o deus ket chañjet hent, ha dalhet o deus da sevel musik elektro skañv, ewid kass da-benn un albom unvanoh hoazh, fichet-kàer ha diempret àr-un-dro, pezh vez klewet sklàer ba "Chained" da skwer. "Fiction" hor laka da hunvreal, "Try" da vale ha da droiñ, beteg "Our song", simbol ar liammow kreñv a vez etrese, a vignoned hag a vusik. Amañ ema an dalh ba sonerezh The XX : lakaad a rant o santimantow, o frommow, da zoned er-maes, heb aon, mes àr un tu'rall ne faota ket dehe boud sellet re. Èl bugale a-wezhow.
Pezh so sur : n'hellent ket kavoud gwell ewid titl o disk. Peb unan neus kavet e leh : mouezhiow-aeled Romy hag Oliver ewid toniow berus, araokaad Jamie xx (e anw-leurenn e solo iwe) àr ar luskow (dubstep, house pe trip-hop), ur broduksion tew ha sobr... setu penaos eh aer àr-raog !
KIM WILDE "Cambodia"
in Select (1982 . RAK Records)
> Lehienn ofissiel
FRANÇOISE HARDY "Pourquoi vous ?"
in CDsingle (2012 . EMI)
> Lehienn ofissiel
ARCHIVE "Wiped out"
in With us until you're dead (2012 . Dangervisit records - Cooperative Music)
> Lehienn ofissiel
> Pajenn MySpace
BAT FOR LASHES "Laura"
in CDsingle (2012 . Parlophone)
> Lehienn ofissiel
> Lehienn ar poltredour Ryan McGinley
THE XX "Crystalised" ///(bomm)///
in xx (2009 . Young Turks - XL Recordings)
THE XX "Angels"
in Coexist (2012 . Young Turks - XL Recordings)
> Lehienn ofissiel