Tremagat : digor eo "Epices et tout"!
Digwener 'oa bet igoret ispisiri Tremargad, e kreiz Breizh, anvet «épices et tout». Un ispisiri ispisial un tamm, dre m'eo meret gant ur gevredigezh, en ur gumun 180 a dud enni. Kaset 'oa bet an igoradur gant ar maer, Eric Bréhin, en doa degemeret Jean-Yves Philippe, prezidant kumuniezh kumunioù kreiz Breizh, Michel Morvan, prezidant bro kornôg kreiz Breizh, ha maerioù diwar-dro. Dorig Ar c'hras a gemer perzh er gevredigezh a dalc'h an ispisiri, muioc'h a displegadennoù war ar mont en-dro anezhi gantañ. Doh mikro Tudual Karluer.