Kresk spontus prizioù ar studioù 'vit an estanjourienn
Nevez 'zo 'oa kinniget gant Edouard Philippe, ministr kentañ gouarnamant Bro-C'hall, ur steuñv 'vit degas c'hoant d'ar studierien eus an estren broioù dont da Frañs da studiañ. Reiñ visaoù aesoc'h d'ar studierien, reiñ muioc'h a yac'hadoù ivez 'zo 'bar steuñv. Met lakaet 'vo ar gwirioù da enskrivañ 'bar skolioù meur da greskiñ spontus: 2770 euro 'vit pep bloavezh e Lisñs ha 3770 'vit ar master. Da laret eo muioc'h 'vit ter gwech kaeroc'h 'vit ar C'hallaoued.. Prezidanted ar skolioù-meur 'zo o sevel a-enep an diviz 'mañ. Goulenn 'reont gant ar gouarnamant dilezel o diviz. Ur mod da dibab ar studierien estren e vefe hervezo 'vel 'vit ar studierien ar vro. Dec'h 'oa bodet un nebeut anezho 'ban UBO 'ba Brest. Selaouomp soñj Anna 'zo o studian e bloavezhg kentañ. Gant Erwan Blanchard .