Start buhez ar repuidi 'ba Kalais
Sinet eo bet dilun Pakt Marrakech gant 150 bro bro Frañs en o-zouez 'vit kenlabour 'sames 'vit degemer an divroidi hag ar repuidi hag evezhiañ an arzoù. Daoust ma zeo tamalet d'an destenn-se rediñ broioù Europa da zegemer bouchad a repuidi, n'eo ket gwir an dra-se tamm ebet. E gwirionez 'vo ket rediet mann ebet hag hervez kevredigezhioù a sekour an divroidi ne cheñcho ket an traoù war an dachenn. Ha just awalac'h, ne 'za ket war wellaat ar jeu 'vit an estrañjourienn dibaper 'ba Kalais dibaoe eo bet skarzhet ar junglenn daou vloaz 'zo. Eno 'zo tro-dro 1000 den 'zo o c'hortoz 'vit mont da vro Saoz. Andrea Ar Gall 'zo bet eno 'zhun tremenet 'vit reiñ un tamm skoazell da gevredigezh « l'auberge des migrants ».
Ur bern testoù 'zo bet dastumet gant tud a youlvat « L'auberge des migrants » 'zo da adkavout war o lec'hienn internet. Daoust 'ma z'eo bet dastumet tro dro mil tra feuls ha maez-lezhenn graet ga'r boliserienn a-enep da dud a youl-vat ha divroidi e kerzh ar bloavezh tremenet, n'eus netra 'zo bet prouet hervez prefet Nord-Pas-De-Calais. Ur bern videoioù 'zo bremañ war ar rouedad a zo sklaer 'vel lagad an naer memes tra.