àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Dec'h 'oa « Meurzhvezh Du » el liseoù

Dec'h 'oa « Meurzhvezh Du » el liseoù

E Frañs a-bezh 'oa bet stanket liseoù gant liseidi. Hervez ministrerezh an deskadurezh stad 'vefe bet dalc'het ur 170 lise ha kalz a reoù all 'oa bet bodadegoù dirake. Un 200 lisead war ar ruioù en Naoned ma 'oa bet arestet 14 anezhe. Kement all a dud e Felger pe an Oriant, e Kemper ''oa bet stanket al liseoù Tepot ha Chaptal. Kantadoù a dud er-maez e Sant Brieg. E Breizh 'vefe bet stanket 31 lise diwar 176, 12 anezhe e Roazon, ma oa ur 500 a liseidi o vanifestiñ. E meur a blas 'oa daoulinet al liseidi, o daouarn gante a-dreñv d'o fennoù kement ha souten al liseidi bet arestet diriaou tremenet e Mantes La Jolie.  E Karaez 'oa manifestet ivez. En tu all da gant a vanifesterien 'oa war ar straedoù, ha lañs enne bepred. En em vodet 'oa liseidi deus an daou lise zo e Karaez, al lise Sérusier hag al lise Diwan. Ha tri zra pennañ en o c'haozioù: parcoursup, adkempenn ar vachelouriezh hag ar vachelouriezh e brezhoneg. Graet un tamm tro e kêr, deus ar foarlac'h betek an ti-kêr, ma oant bet o welet an aotroù maer. Selaouomp digant un toullad liseidi da betra oant war ar ruioù dec'h. Gant Tudual Karluer. Harpet eo liseidi Diwan gant reoù al lise Sérusier en o goulenn evit ma vo ar bak e brezhoneg.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio