àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Dilun 10 a viz An Azvent

Dilun 10 a viz An Azvent

Diasur eo c'hoazh ti gwilioudiñ Gwengamp. N'eus ket bet a skrid zevit kadarnaat an diviz da zerc'hel an ti, pe d'e serriñ diwezhatoc'h. Silvi ha Berc'hed a zo o labourat en ti a-c'houde 25 hag 20 vlez, kontet o deus doc'h mikro Tomaz Laken ag RKB petre eo o vicher. Un heuliad gete hag a vo adkavet a-hed ar sizhun 'mañ. Selaouit da 44' An dibenn-sizhun 'mañ oa dalc'het ur vanifestadeg evit goulenn ur gwir referendom da-geñver Naoned, da c'houlenn n'ehe pobl Breizh ar gwir da zivizout. Setu Gwenvel Jekel ha Kerilo da selaou adal 24' en enrolladenn Erwan L'Hermenier a zo sonour en strollad Silabenn Trio. Kroget en deus ur stummadur get Skol an Emsav, bet graet ur staj e RBG. Kinniget en doa ur gronikenn plijus da zeskiñ penaos e vez sonet get delioù. Selaouit da 1e10 Karanti Karanti get Paskal Tabuteau: karout ar yezh 8' Relegoù an Istoer get ar C'hozh Noe: prantad fin ar feodelezh 38' Ar Bed o Treiñ get Laetitia Fitamant ag Radio Kerne: Re gêr eo lojeizoù studierien bro Spagn da 1e05 Tonioù: - Silabenn ar Silienn, Bro ar Silied - Charkha, Prière - Laboratorium Piesni, U Lisi - BBT, Naoned - Pascal Lamour, Brekilien - BO. L'auberge Espagnole - Jacky Molard Quartet, Gwenn

Pikous Dibikous

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio