AFPS : Paeroniañ Palestinianiz prizoniet en Izrael.
Dimeurzh 'oa Salah Hamouri e Lannuon diwar bedadenn AFPS bro Dreger, kevredigezh ar c'hengred etre Frañs ha Palestinia. En Frañs 'mañ Salah Hamouri evit reiñ un testeni deus mont en-dro ar justis en Izrael. Bet eo ar paotr yaouank seizh vloaz warn ugent, en toull-bac'h 'pad seizh vloaz en Izrael, goude bezañ bet barnet gant an arme. Tamallet 'oa dezhañ bezañ bet ar soñj da lazhañ ur rabbin ortodoks deus an tu-dehoù pellañ, abalamour 'oa tremenet tri miz abretoc'h dirak e di.
JD Robin eo prezidant AFPS bro Dreger, ar peurrest deus an istor gantañ, gant Tudual Karluer.