àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

un ti nevez 'vit Frañs Bleu Breizh Izel

un ti nevez 'vit Frañs Bleu Breizh Izel

Dibaoe 35 ploavezh emañ hon kenseurted deus an ti radio Frañs Bleu Breizh Izel war boent dilojañ... Graet vo a-benn ur sizhunvezh ac'hann, barzh ar fin ! Ar radio a oa en em staliet e Kemper er bloavezh 1982, en ur savadur e kreiz kêr da c'hortoz kavout gwelloc'h. Da neuze e oa graet Radio Bretagne Ouest deuhoutañ. Dibaoe 'n eus stranet ar raktres dilojañ, anv zo bet graet da vont da Vrest, a-raog ma yafe ti-kêr Kemper da ginnig un dachenn da Frañs Bleu. Perag o deus divizet kuitaat kreiz kêr ? Ar respont gant rener ar radio Gurvan Musse, deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean. An dilojamant a vo graet deus noz ar sizhun a zeu neuze : D'an 11, benn dimeurzh, vo graet ar c'heleier d'abardaez e kreiz kêr er savadur kozh, ha d'an 12 e tivuno skipailhad Frañs Bleu Breizh Izel en he savadur nevez !

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio