Kerzhadeg evit an Hin
'Benn disadorn goude merenn, fin ar sizhun, 'vo un devezh kerzhadegoù evit ar c'hlima. En arvar 'mañ ar vuhez war an douar evel a anavezomp bremañ, 'benn hir pe berr dermen, hervez ar skiantourien 'vo klevet pe selaouet. Pezh zo sur, 'mañ an amzer war dommaat, hag ur bern cheñchamantoù da-heul. En Lannuon 'vo savet un tamm oberenn 'benn disadorn, da reiñ da welet pegen uhel e tapo dour ar mor gant ar skorn o fontañ. Met e lec'h all ivez 'vo klasket degas da gompren. Muioc'h a displegadennoù gant Tutgdual Karluer.