àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Diskred difennerien ti-gwilhoudiñ Gwengamp

Diskred difennerien ti-gwilhoudiñ Gwengamp

Disadorn 'oa manifestet e Gwengamp adarre da difenn an ti-gwilioudiñ en ospital ar vro, staliet e Pabu. Gant an ARS, ajañs rannvro ar yec'hed, 'oa bet roet da c'hoût e fin miz Ebrel e vefe serret benn fin miz Genver 2019. An abeg ofisiel eo penaos na vefe ket ganet trawalc'h a boupigoù. Met ur pemp kant bennaket 'vez bep bloaz memes tra. Manifestadegoù 'oa bet adalek miz Mae, o vodañ muioc'h-mui a dud war ruioù Gwengamp. 'Benn fin, d'an 19 a viz Gouere 'oa bet roet da c'hoût gant depute LREM pastell Gwengamp, Yannig Kerlogod, e vefe daou vloavezh da c'hortoz 'raok klevet un diviz da vat. Met se ne dal ket sklaer 'walc'h na vo ket serret 'benn daou viz amañ c'hoazh! Bremañ zo goûlet ma vo ur skrid ofisiel oc'h embann 'vo dalc'het an ti-gwilioudiñ. Se 'ni 'oa ar goulenn pennañ disadorn. Klevet zo testenioù digant tud bet ganet o bugale e Pabu, Maiwenn Salomon da gentañ. Tugdual Karluer war blas.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio