Degemeret vo repuidi en Arzahnav
E Penn-ar Bed e vo digorret ur greizenn nevez evit degemer ar repuidi. Ar c'hreizennoù CAO a zo deuhouto evit lojiñ an dud davat o sevel un doser goulenn bod. Ne chom ket ar repuidi gwall bell eno, etre daou ha pevar mizvezh, a-raog mont en un ti all da c'hortoz ur respont d'o goulenn bod. Cheñchet zo bet lec'h d'ar c'hreizennoù-se kalzig dindan un nebeut bloavezhioù : re Gerlaz e kichen Douarnenez, Kermaria e Brest, ha Lambaol a zo bet sarret. Unan a tlefe bezañ digorret e kumun an Arzhanav e kichen Kemperle a-raog pell. Hellen C'hallo ha Jorj Dofin deus ar gevredigezh Cent pour un toit. Ur gevredigezh hag a ra war dro ar repuidi, e bro Gemperle, chomet hep statud ebet roet dezho gant ar Stad. Aze e vo ivez evit ober war dro repuidi ar CAO, ur wezh ma vint erruet en Arzhanav moarvat. Jorj Dofin, hag a zo bet maer ar gumun, a zispleg piv a ra war dro ar raktres.