àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Dimeurzh 27 a viz Kalañ-Gouiañv

Dimeurzh 27 a viz Kalañ-Gouiañv

Bugale bet desavet e gallaoueg o deus un doare fentus a-wehadoù da skiv e galleg. Setu peurrest an eskemm etre Jerom Bouthier kenurzhier Institut du Galo ha Gwenvael Delanoe, selaouit da 38' Un dastummadeg a vo embannet benn nebeut get Danel Doujet, un antologiezh testennoù gwenedeg adal an XVIIIvet kantved. Muioc'h a zisplegadennoù geton doc'h mikro Kristell Beauto da selaou da 1e07 Penaos e veze graet evit kas ur mision da noz àr ar linenn gentañ pa veze mezv dall ar soudarded? Ne veze ket. Un daolenn ag ar vuhez e 1917 durant ar Brezel bras a zo roet get Jo Morvan ha Daniel Carré o lenn hag o tielfennañ lizherioù Loeiz Herrieu. Selaouit un tamm all ag ar lizher bet skrivet d'ar 15.08.1917 da 26' "Yezh" setu ar gêr dielfennet get Herri Naod doc'h mikro Marie-Laure Groix ar wezh 'mañ, selaouit da 38' Perak 'ta e vez stankadegoù àr an hent? Peogwir n'omp ket roboted. An displegadenn, get Morgane Bramoullé ag Radio Kerne, selaouit da 1e01 Dour pik pik/limonad a zo lipous, hag an evaj-se a zo displeget get Gwenole Ollivier er gronikenn Hop Hop Hop, kinniget get Ifig Kalvez ag Arvorig FM. Selaouit da 18' Tonioù: - Tuuletar, Kohma - Blain/Leyzour, Mazurka - Hamon Martin 5tet, Les vies que l'on mène - Alabama Shakes, Gimme all your love - Astrakan Projekt, (pladenn nevez, Inês)

Pikous Dibikous

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio