àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Fañch a chomo Fañch... gant e dild war e n!!!

Fañch a chomo Fañch... gant e dild war e n!!!

Gall a raio Fañch bihan skrivañ e anv gant un dilde war e N. Roet zo bet disoc'h e ziviz gant lez-varn galv Roazhon dec'h. Mont a ra a-enep hini tribunal Kemper, hag en oe nac'het d'ar paotr bihan Rosporden kaout un anv skrivet mod brezhoneg. E penn kentañ miz Here voe bet degaset arguzennoù nevez dirag al lez-varn galv gant kerent ar c'hrouadur. Sikouret oant bet evit-se gant Kuzul Sevenadurel Breizh, Bernez Rouz en e benn. Goulennataet eo bet gant Tunvezh Wlagen-Grandjean, ha hi da c'houlenn digantañ ma 'z eo bet souezet gant diviz fin lez-varn Roazhon. Diskinnig : Gall a rafe ar prokulor kas an afer dirag al lez-terriñ d'e dro, met ne cheñcho netra war ziazez diviz al lez-varn, hag en eus aotreet da vat implij an tilde en anvioù bihan e bro Frañs.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio