àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Peseurt stad emañ ar gallaoueg?

Peseurt stad emañ ar gallaoueg?

Lakaet 'zeus bet kalzig ar gaoz war studiadenn TMO ha kevredigezh Bretagne Culture Diversité diwar benn ar Vretoned ha stad ar Brezhoneg, 'zo bet embannet e penn-kentañ an diskarr-amzer. Met doc'h ar c'halaoueg n'hon eus ket klevet kalz traoù. Koulskoude e bev c'hoazh : 5 % eus ar vretoned a oarfe gallaoueg hag 8 % a gomprenfe diwar poblañs Breizh pemp departamant. Evit keñveriañ ga'r brezhoneg, 6 % a oarfe ha 9 % a gomprenfe. Gant Jerom Boutier a 'zo o labourat er Institut ar c'hallaoueg 'ba Roazhon 'vez klasket displegañ ar bouchad a sifroù 'zo bet dastumet. Hag e-touez anezhe, un neubeut souezhadennoù. Emañ doc'h mikro Gwenvael Delanoe. Hervez Jerom Boutier 'vo ket tu sevel hentennoù diyezhek ba'r skolioù 'giz ma vez graet ga'r brezhoneg. Met plantañ muioc'h mui a c'hallaoueg ba divskouarn ar vugale 'zo pouezhus d'ober. Graet vez dija ba skol Diwan Kistreberzh e lec'h ma vez ur c'hard eurvezh bemdez er yezh Oïl-se.'Pezh a vank bremañ e ostilhoù ha cheñch ar sell o deus ar Vreizuhelis war o yezh, hag ar vrezhonegerien a zisoñj a-wechoù 'zeus eus ur yezh all ba'r vro.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio