BO "Schyzopolis" (2012) 1/5
Un arzour gall ew Bo, soner pop elektro. Anavet oa bet e 2004 ged e albom kentañ, 323 Zap Shangaï Baseball. Levesonet vez ged ar Beastie Boys ha Beck, ur hejaj plijus oa e zisk kentañ, pop ha hoarius, kasset ged posiow fentus ha dilehet. Goude Koma Stadium e 2007, degemeret mad ged ar vurutellourion iwe, setu e 2012 e drede pladenn, Schyzopolis, ha dalhet neus da hoari ged ar geriow.
Pinwig ew an albom-mañ. Plijoud a ra d'an arzour ar soniow mod-koz : kasset vêmp d'ar 60s ("Lou Reed" pe "Tokyo" a laka da soñjal ba'r Beatles). Ged "Monk et Billie" eh amp da du an jazz kentoh, ha ba "I got da blues", d'ar blues. "Hey" a sona folk-rock, ha lies e hellahe boud keñveriet ged Jacques Dutronc ewid e bosiow, pe perag pas Gainsbourg. Doussder vez iwe, dre an duo "Chemical kick" ged ar ganeres Brisa Roché, a Galiforni, mes é chom ba Frañs bremañ.
"Je suis Dieu", a lâra Bo barzh ar ganenn gentañ. Ba'r hroashent etre Benjamin Biolay hag Arnaud Fleurent-Didier ema Bo, dandy newez ar chanson française.
PLASTIC BERTRAND "Ça plane pour moi"
in An 1 (1978 . Vogue)
> Lehienn ofissiel
ARNO "Ça plane pour nous"
in Future vintage (2012 . Naïve)
> Lehienn ofissiel
EIFFEL "Place de mon coeur"
in Foule monstre (2012 . PIAS)
> Lehienn ofissiel
SAEZ "Jeune et con" (bomm)
in Jours étranges (1999 . Island)
SAEZ "Betty"
in Messina (2012 . Wagram)
> Lehienn ofissiel
BO "Je suis Dieu"
in Schyzopolis (2012 . Spozzle)
> Lehienn ofissiel