àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Digwener 16 a viz Kalañ-Gouiañv

Digwener 16 a viz Kalañ-Gouiañv

Disadorn oe bodet tud ar Redadeg e Ti ar Vro Gwengamp evit lid bras ar chekennoù. Bep a chekenn vras a zo bet roet evit ar raktresoù bet choazet evit ar Redadeg 2018. Tomaz Laken a oa àr blas disadorn, ma karit selaou doc'h an eskemmoù selaouit da 31'. C'hui 'zo o vont da glevout Kadvael Jolivet paotr ar greizenn dudi e Gwengamp, Berc'hed Kallag evit ar Redadeg, Marion Gwenn evit an arvest Kanevedenn ha Perynn Bleunvenn evit C'hui a gano. Klevet e vo ivez Dewi Siberil ha Tangi Yekel evit o raktres Hentoù Treuz, ha Gael Roblin evit ar raktres kreizenn-dudi e Gwengamp. Loig a zo ganeomp hiriv, evit niverenn zewezhañ àr saloñ-levrioù Plistin. Hennezh zo bet maer Tregastell e-pad ur pennad. Komz a ra deomp deus e levrioù diwezhañ, hag en o-mesk, ul levr kaer diwar-benn tud e barrez. Metr a-raok-se en doa skrivet meur a levr ha da skouer, un dastumad mojennoù amerindian, selaouit da 51' 6x20, 7x30, 8x20 ha petra eo ar mod-se da gontañ?! Mod kozh, a veze kavet e bro Vear da nebeutañ. Selaouit doc'h Tangi Yekel er gronikenn Peseurt Mod 'vez lâret, da 22' 16 Levers de soleil setu un teul-film nevez a-zivoud troioù-kamm Thomas Pesquet en egor, sevenet get Pierre Emmanuel le Goff. Ha setu ali Yann-Klaod, kenkas ho poa raktreset mont d'e gwellout, da 1e18 Oum, ur sonourez dibar ag Maroko, setu choaz Izan Belz en e gronikenn Dasson an Ton, selaouit da 47' Tonioù: - Lina Bellard, Jeanne la Lune - Tangi Le Gall-Carré/Erwan Moal - Charkha, Me a lâr I - Arvest, E splannder ar gouloù - Dour Le Pottier 4tet, Kibebi

Pikous Dibikous

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio