Lid 100 vloaz fin ar brezel 14-18
'Benn disul 'vo lidet kant bloaz fin ar brezel 14. An arsav brezel 'oa bet sinet d'an 11 a viz Du 1918 'ba Rethondes. Fin ur brezel hag a oa bet spontus gant tost 10 million a dud lazhet hag 8 million a dud gloazet. Bev 'zo tud c'hoazh o deus bet o zad pe o eontred da vrezeliñ. Klevet o deus kaoz diwar benn ar brezel ganto, chomet eñvorennoù pounner war spered ar soudarded kozh. Tad Iffig Sever, eus Kastell-Pol, 'oa bet soudard just e fin ar brezel, chañs 'noa bet 'vel pezh 'neus kontet da Erwan Blanchard.