àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Digerrin muioc'h a vagourioù e brezhoneg

Digerrin muioc'h a vagourioù e brezhoneg

Babigoù Breizh 'neus c'hoant mont pelloc'h o tigeriñ muioc'h a vagourioù e brezhoneg dre soubidigezh. Ha Lakaet 'ba'r jeu implijidi tiezh ar vro ! An holl 'zo bet pedet 'ba ti ar vro Gwened hiriv e kerzh un emvod 'vit bout titouret mat war an dañvez-se. Ar pal a zo gellet goude-se reiñ lusk d'ar raktresoù e pep korn-bro. Ezhomm-bras 'oa eus an devezh-se rak n'eo ket aes sevel ur vagouri 'blam da reolennoù melestradurel. Poent eo krog e-barzh eme kenprezidant kevredigezh Babigoù Breizh Erwann Ollivier. Ma 'vez graet traoù dija 'vit ar re vihan tout e brezhoneg da skouer gant kevredigezh an divskouarn e vank memes tra ur bern magourioù dre soubidigezh 'ba'r vro. Erwan Ollivier a zo deus mikro Gwenvael Delanoe.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio