Disadorn 'oa tournamant Badminton N1 e Rostrenn e kreiz Breizh
N'eo ket alies 'vez kistion deus Badminton, pezh zo sur bepred n'eo ket ar sport a vez klevet ar muiañ komz anezhañ, nag an hini a vez postet ar muiañ a arc'hant en ennañ. Met e Rostrenn zo ur sapre plas d'ar badminton, rakkar abaoe un toullad bloavezhioù zo aze unan deus ar gwellañ skipailhadoù e Breizh. N'eo ket dister evit ur gêr vihan e kreiz Breizh, sur deoc'h. Tournamant 'oa disadorn 'ta, en trede devezh kampionad Frañs Nationale 1. Degemeret 'oa « racing club de France » deus Pariz gant ar Bad club Rostrenn. Ha trec'h skipailhad ar Vretoned, goude un toullad krogadoù stenn 'walc'h. Ur c'hoarierez e klub Rostrenn zo dibar, ur plac'h deus Sina, a c'hellfe bezañ anvet evit ar c'hoarioù olimpek, ma vez asantet reiñ ar vroadelezh c'hall dezhi. Bepred, 'oa c'hoari disadorn! Selaouomp tri den yaouank, ha yaouank-mat zo kaeroc'h, Edern, Aelwenn ha Milig, a oa o souten skipailhad o bro, evel just! gant Tudual Karluer .