àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

«C'hoant hon eus kaout bleunioù roz-aer»: manifestadegoù bep gwener kentañ ar miz

«C'hoant hon eus kaout bleunioù roz-aer»: manifestadegoù bep gwener kentañ ar miz

E pep lec'h 'ba Breizh ha 'ba Bro C'hall 'oa emgavioù digwener noz dirak an tiez-ker 'vit goulenn 'vefe lakaet maez-lezenn an holl produioù kimik giz ar glifozat 'zo strinket war ar parkeier. Ur galv 'oa bet lañset gant kazetenner Charlie Hebdo Fabrice Nicolino hag ar strollad «C'hoant hon eus kaout bleunioù roz-aer» («Nous voulons des coquelicots») e fin an hañv war lec'hienn internet ar stroll. Klasket 'vo aozañ emgavioù er muiañ a lec'hioù posupl bop gwener kentañ ar mizvezh. War ar gartenn 'oa bet embannet gante ur c'hant bennak a emgavioù e Breizh. Met moarvat 'zo bet muioc'h : da skouer 'oa ivez muioc'h 'get un ugent den bennak 'ba Pondi, digwener, daoust 'ma 'oa ket bet embannet war al lec'hienn internet. Met evit ar poent 'ba Pondi 'oa un tamm ar memes tud hag a stourm bopred 'vit al labour douar bio. Met, Marilin «Polé» 'oa deuet 'vit ar wech kentañ en emgav-se. Emañ doc'h mikro Gwenvael Delanoe.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio