Open Tenniz ATP Brest 'vo 'betek disul!
Abaoe penn kentañ ar sizhun 'zo c'hoarierien tenniz e-touez ar re wellañ 'bar bed o kemer perzh 'ba Open ATP Brest! Da skouer, Malek Jaziri 'zo plaset e 54re plas eus renkadur an ATP eo ar c'hoarier kentañ 'zo ar blaz 'mañ. Un open 'zo adlañset tri bloaz 'zo 'pa 'oa digoret sal an Arena 'ba live Challenger; krogadoù hiniell 'zo met krogadoù daou ha daou 'zo ivez. Evel hudu 'vit ar c'hrogad etre Paes-Reyes ha Benchetrit-Blancaneaux, ur c'hrogad 'vit ar c'hard-gourfenn. hag aet ar maout gant Paes-Reyes 7-6/6-1, Leander Paes ur c'hoarier 'zo 45 bloaz ha brudet mat. selaouomp Timothée 'zo c'"hoarier tenniz gant klub ar Folgad 'oa war bord an dachenn evit beure. Gant Erwan Blanchard.
Kenderc'hel 'ra an open tennis betek disul: warc'hoazh 'vo c'hoariet ar c'hrogadoù kard final, hanter dro diwezhañ 'benn disadorn hag ar gourfenn 'benn disul.